Un dilestrañ habask a vo anezhañ en eil hanterenn miz Gwengolo. Roudour, SCOP hag aozadur stummañ zo o vont d’en em staliañ e ti pol embregerien Chrysalide ha da gregiñ gant ur stummadur hir adalek an 22 a viz Gwengolo.
Ur staliadur diouzh spered ar pol eo hag a zo e bal digeriñ war an diavaez ha krouiñ kenlabourioù nevez. Peadra da reiñ tro d’an eil re ha d’ar re all da binvidikaat o anaoudegezh hag o obererezh.
Chom a ra plas c’hoazh, pellgomzit da gChrysalide d’an 02 98 66 09 99 evit (…)